23/02/2015

Divizoù Emvod Bloaz Kevredigezh Kembre-Breizh 2015

Dalc'het e oa emvod bloaz Kevredigezh Kembre-Breizh d’ar sadorn 21 a viz C’hwevrer 2015 e Morlan, Aberystwyth. Rentet e oa kont eo yac'h stad arc'hantel ar gevredigezh. Divizet e oa n'hor bo stand ebet en Eisteddfod hevlene met aozet e vo unan er bloaz a zeu kentoc'h. Komz e oa bet eus aozidigezh an dibenn-sizhunvezh evit ar re zo o teskiñ brezhoneg en diskar-amzer. Dilennet e oa bet Talat Chaudhri evel kadoriad ar gevredigezh met chom a ra ar c'hargidi all heb kemm.

No comments: