Goude bezañ klañv e-pad ur pennad
berr ez eo aet Dewi Morris Jones da Anaon. Dewi a oa bet o skoazellañ, e-pad pell,
gant ar c’hentelioù brezhoneg e Skol-Veur Aberystwyth.
Genidik e oa eus
Hendy-gwyn ar Daf (Whitland) ha desket e oa bet ar brezhoneg gantañ tra ma oa o
chom e Brest. Gantañ e oa bet studiet labour ar visionerien brotestant a oa aet
eus Kembre da Vreizh en naontekvet kantved.
A-raok mont war e leve e laboure
Dewi evel rener ar rann ma vez prientet al levrioù evit an embann e Kuzul Levrioù
Kembre. Ur paotr sioul, hegarat, a oa anezhañ ha dalc’het e vo soñj ennañ ivez
evel unan eus ar skipailh o doa krouet ar stumm kembraek eus Scrabble. Labourat
a rae ivez gant Plaid Cymru. Ezel e oa eus Laz-kanañ Mibien Caron ha degemeret
e oa bet er goursez e 2008.
O chom e oa e Bronnant, nepell
eus Aberystwyth. Hor soñjoù a gengañv zo gant Sandra, e wreg, hag o div verc’h.
No comments:
Post a Comment