Showing posts with label barzhoniezh. Show all posts
Showing posts with label barzhoniezh. Show all posts

09/03/2011

Ur sac’had barzhonegoù savet gant stajerien Glan-llyn

Ar pozioù-mañ zo bet kaset din gant Janig Bodiou, ha bet savet gant ar studierien a oa en he c'hentel e Glan-llyn.

1.

miz Meurzh 2011

Bag goullo war gorre al lenn
Heol gwan o kuzhat
Rhisiart beuzet.

Dafydd Frayling

2.

Pa oa erc’h war an doenn
Kanioù, plankennoù, orjalennoù distrujet,
Roudoù boc’h-ruz a big al liorzh sioul


Boc’h-ruz

3.

An avel zo kreñv bremaň
Hiziv n’eus ket balan
Paour kaezh den, an den-mañ
N’ emañ ket o chom e ‘Le Mans’


Rhobet

4.

Azezet on war un enezenn
Setu ’vel ’tlefe bezañ ar vuhez
Amzer a-walc’h evit diskuizhañ
War un devenn, war un enezenn.


Madison

5.

Pa zeu brumenn war al lenn
Yen ha teñval eo kambroù
Ti Glan-llyn


Dizanv

6.

Va c’hambr zo hep goulou
Va fenn zo leun-barr komzoù goullo
Penaos e komzer diwar-benn tenvalijenn ar galon?


Hynek Janoušek

7.

Yen eo ar beure-mañ
Brumennek ha dislivet
Brav eo war ar maez.

Yen e oa ma c’hambr,
Tomm e oa va sac’h-kousket
Mat em eus kousket

Philip
8.


Ma vije tost ar menez
Glav ’vije
Ne welan ket anezhañ
Glav zo


Paotr Koad

9.

Me ne gomprenan tamm ebet
Petra a ra tud all
En-dro d’an daol-se


Colin

10.


Pa vez an erc’h o tiskenn
Hag an avel nord o leskiñ
E vez brav an tantad


Dave Hale

11. An dri a viz meurzh* [*devezh ar referendom evit reiñ muioc'h a c'halloud da sened Kembre]

An dud o deus komzet
War-raok e vo kaset
Ar vro a bado da viken


Tecwyn

12.

Pourmen miltirioù
Skignañ follennoù
Kontañ mouezhioù
Un hunvre deuet da vat

Hej-e-lost

13.

Laouen on
Gounezet en deus ‘Ya’
N’eo ‘Nann’


Nona

14.


Lavaret o deus an dud
Nerzh evit Kembre
Nevezamzer a vo.


Godre’r Moelyn (Rory Francis)

23/02/2010

Un delwenn eus Gwynfor Evans graet en arem

Un delwenn eus Gwynfor Evans, rener kozh Plaid Cymru, marvet e miz Ebrel 2005, a zo da vezañ dioueliet, gant Dafydd Elis-Thomas, d'ar sul 28 a viz C'hwever, 2010, er Barri, ar gêr e kontelezh Morgannwg ma voe ganet ha desavet ar politikour hag an istorour brudet.

Ganet e voe Gwynfor Evans e 1912, mab da zDan Evans, perc'henn brasañ stal y Barri. Goude bezañ er skol er gêr-se e oa aet da Aberystwyth da studiañ ar gwir. Nemet e 1966 ne oa deuet a-benn da vezañ dilennet evel kannad evit Plaid Cymru er sened e Londrez, ar c'hentañ broadelour kembreat da dizhout ar pal-se! Marvet eo e 2005, da 92 vloaz.

An delwenn zo bet savet gant John Meirion Morris eus Lanuwchllyn, hag an enskrivadur, e kenganez evel-just, gant Euryn Ogwen Williams:


"Asbri'r gwladgarwr a'i ysbryd
yw'n rhodd ni o'r Barri i'r byd."

(ger evit ger - Jourdoul ar brogarour hag e spered
eo hor prof, digant kêr Barri d'ar bed)

E levraoueg skol gembraek Sant Baruc emañ an delwenn,


http://news.bbc.co.uk/welsh/hi/newsid_8520000/newsid_8529100/8529115.stm

02/09/2009

Dic Jones 1934-2009


D’an 18 a viz Eost eo marvet Dic Jones (Richard Lewis Jones), Arc’hdrouiz Kembre hag unan eus barzhed vrudetañ ar vro. 75 vloaz e oa.

Bet ganet e Tre’r-ddôl, etre Aberystwyth ha Machynlleth, e oa oa labourer-douar micher, hag e oberenn, neuze, zo lod eus hengoun barzhoniel kozh ar vro. Da bemzek vloaz e kuitaas ar skol evit mont da labourat e mereuri ar familh, ha kanañ a rae dreist-holl war temoù an douar ha mareoù ar bloaz. E feurm-eñ a oa Fferm yr Hendre, Blaenannerch.

(Llun gan Heledd ap ar Flickr: http://www.flickr.com/photos/heleddap/477387819/?addedcomment=1#comment72157622214076098 )

Er penn kentañ e oa bet broudet da sevel barzhonegoù ma c’halle kemer perzh e kenstrivadegoù lennegel Urdd Gobaith Cymru, emsav ar yaouankiz, hag evit c’hoari ur roll e nozvezhioù dudi dalc’het gant emsav al Labourerien-Douar Yaouank. E kenganez strizh ar c’hembraeg e save e varzhonegoù, en ur heuliañ ar reolennoù bet treuzkaset a rummad da rummad. Seurt barzhoniezh n’eo ket aes da dreiñ, ha nebeut anavezet eo oberenn gant an nann-kembraegerien.

Gounit a reas kador (pennañ priz) Eisteddfod Vroadel Urdd Gobaith Cymru pemp gwezh a-raok mont war-raok da c’hounit kador an Eisteddfod Vroadel gant e gan ‘Y Cynhaeaf’ (An Eost), e 1966. E 1975 e skrive Bobi Jones diwar e benn: 'An diskouezadeg tudennoù a-ziwar ar maez en deus kinniget deomp, ken speredet-kaer, ken leun a garantez, ken tener ha plijadurus, a zo unan eus ar gwellañ hag efedusañ skouerioù ez eus bet biskoazh a zougen bri da dud ar bobl e Kembre - Twm Shot, Benj, Nhad, Ellen Ann, Sam Glasgoed, Gwendraeth, Sam y Cringae, a Threfor yn Agor Grwn (1960) hag Alun yn Ddeg a Thrigain yn Caneuon Cynhaeaf (1969): amañ e taolenner tudennoù liesseurt gant ijin ha gant startijenn.' (Llenyddiaeth Gymraeg 1936-1972, pajenn 78)

Anavezet-mat e oa ivez dre ma kemere perzh alies en Ymryson y Beirdd (Tabut ar Varzhed), ur genstrivadeg, fentus peurvuiañ, etre barzhed en Eisteddfod. Ar genstrivadeg-se zo bet anezhi abaoe daou-ugent vloaz ha gwelet ken mat ken na’z eus bet graet ivez meur a abadenn Talwrn y Beirdd er skingomz, er memes framm.

C’hwec’h levr barzhonegoù a voe embannet gantañ: Agor Grwn (1960), Caneuon Cynhaeaf (1969), Storom Awst (1978), Sgubo'r Storws (1986), Golwg ar Gân (2002), ha Cadw Golwg (2005).

26/05/2009

Twm Morys zo bet anvet Barzh Bugale Gembre

Evit 2009-2010 eo bet anvet Twm Morys ‘Barzh Bugale Kembre’. Brezhoneger ampart kenkoulz ha barzh, kaner ha skrivagner brudet e kembraeg eo Twm. Kemer a raio lec’h Ifor ap Glyn, rak bep bloaz e vez anvet ur barzh all evit sachañ evezh ar skolidi war ar varzhoniezh.

En Eisteddfod (vroadel) Urdd Gobaith Cymru, emsav ar yaouankiz, a zo e Kerdiz er sizhun-mañ, ez eo bet embannet ar c'heloù-mañ.

‘Abaoe meur a vloavezh on bet oc’h ober tro ar skolioù, a-wechoù asambles gant barzhed an hevelep spered ganto,’ emezañ, ‘evit komz diwar-benn ar varzhoniezh hag evit sevel barzhonegoù gant ar skolidi. Ar pep pouezusañ eo lakaat ar skolidi da gaout ar fiziañs da ziskuliañ o mennozhioù hag ar fiziañs da vezañ stag ouzh o bro. Ur vell e teu ar yezh da vezañ ganeomp, hag ar skolidi neuze, o c’hoari ganti, hep gouzout dezho, a zesk gerioù hag ar yezhadur, istor o c’horn-bro, istor Kembre, doareoù ha reuz ar bed a-bezh!’

http://news.bbc.co.uk/welsh/hi/newsid_8060000/newsid_8068800/8068849.stm