05/02/2015

Emvod Bloaz Kevredigezh Kembre-Breizh 2015



Dalc’het e vo emvod bloaz Kevredigezh Kembre-Breizh e Morlan, Aberystwyth, d’ar sadorn 21 a viz C’hwevrer etre 2e ha 4e goude merenn. Deuet mat e vo n’eus forzh piv hag a zo ezel, met talvoudus deomp e vefe gouzout ( rhh@aber.ac.uk) mard emaoc’h e soñj dont rak bihan eo ar sal a zo bet feurmet, lec’h enni evit 10 den hepken. 


Tro hor bo da zilenn tud da vezañ e karg eus ar gevredigezh, ha da vreutaat hon oberiantizoù hag an dazont. Dav e vo komz eus an Eisteddfod, anat deoc’h, hag ivez eus an dibenn-sizhunvezh evit ar re a zo o teskiñ emaomp e-sell da zerc’hel en diskar-amzer.

(Ar gemennadenn-mañ zo bet kaset dre ar post d'hon izili e Kembre met n'hon eus ket he c'haset war baper d'ar re a zo o chom war douar bras Europa.)

No comments: