Showing posts with label Demokrated-Frankizour. Show all posts
Showing posts with label Demokrated-Frankizour. Show all posts

07/05/2010

Politikerezh Kembre, Bro-Skos ha Kernev-Veur da heul an dilennadeg lezennat - 2010

Echu eo an Dilennadeg Lezennat e Breizh-Veur met chom a ra amsklaer peseurt gouarnamant a reno e Londrez. E Kembre hag e Bro-Skos n’eus ket bet kalz a gemmoù bras. Plaid Cymru n’eo ket deuet a-benn da c’hounit na Ceredigion, a zo chomet gant an Demokrated-Frankizour, nag Enez-Von, a zo chomet gant ar Strollad Labour. Miret o deus broadelourien Kembre an teir fastell-vro a zalc’hent en a-raok avat, d.l.e. Arfon (ma oa bet kemmet ar bevennoù), Dwyfor-Meirionnydd ha Reter Caerfyrddin ha Dinefwr.

Dre Vreizh-Veur a-bezh, an Demokrated-Frankizour n’o deus ket gounezet kement a dachenn evel ma oa bet diouganet e rafent, hag o gwashañ koll a oa amañ e Kembre, ma’z eo bet skarzhet Lembik Opik o c’hannad e Maldwyn (lod eus Powys). Eno e oa aet ar maout gant ar Virourien. Kembraeger eo ar c’hannad nevez evel ma’z eo Guto Bebb, ar Mirour aet an trec’h gantañ en Aberconwy. En hanternoz Kerdiz eo deuet ar Virourien a-benn da c’hounit ar bastell-vro digant Julie Morgan eus ar Strollad Labour, gwreg da Rhodri Morgan, a oa kentañ Ministr Kembre n’eus ket keit-se zo. Eno avat, ur muiañniver a 195 a vouezhioù hepken zo gant Jonathon Evans eus Strollad ar Virourien!

E Kernev-Veur emeur o c’hortoz c’hoazh disoc’hoù pastell-vro Porthia (St.Ives). A-hend-all ez eo bet gounezet div bastell-vro, d.l.e. 1. Hanternoz Kernev-Veur ha 2. Sen Ostell (St Austell) ha Tewynplustri (Newquay), gant an Demokrated-Frankizour, ha teir fastell-vro all gant ar Virourien.

E Bro-Skos, evit a sell niver ar gannaded gant pep strollad, n’eus kemm ebet. Labour n’eo ket aet war-gil eno, ha chom a ra 41 a gannaded Labour evel ma oa e 2005. Gant an Demokrated-Frankizour ez eus 10 (ha spi ganto da zerc’hel unan all), gant an SNP 6, evel ma oa a-raok, ha gant ar Virourien 1, c’hoazh hep kemm ebet.

Ar Re C’hlas a chom dister er broioù Keltiek en tu-mañ da Vor Breizh, met e Bro-Saoz eo deuet a-benn da c’hounit, evit ar wech kentañ en un dilennadeg lezennat, e kêr Brighton e kreisteiz Bro-Saoz.

http://news.bbc.co.uk/welsh/hi/newsid_8660000/newsid_8666500/8666591.stm

http://www.falmouthpacket.co.uk/news/fpfalmouth/8153246.Cornwall_election_results_all_in_except_one/
http://news.bbc.co.uk/1/hi/scotland/scotland_politics/default.stm

http://news.bbc.co.uk/1/shared/bsp/hi/elections/euro/09/html/ukregion_10.stm

luc'hskeudenn:



28/04/2010

Politikourien Breizh-Veur eo a vo klevet o vreutaat e Bro-Skos hag e Kembre

Tostaat a ra an dilennadegoù, an iskisañ re e Breizh-Veur abaoe pell, dreist-holl dre ma’z eo aet war greñvaat an Demokrated-Frankizour en un doare dic’hortoz a-walc’h.

Kaer o deus klasket broadelourien Bro-Skos berzañ ouzh ar BBC skignañ an trede breutadeg etre renerien ar brasañ tri strollad poltikel breizhveuriat. Deuet e oa an SNP a-benn da sevel £50,000 a-benn daeañ ar BBC el lez-varn e Din-Edin, met gant ar BBC eo aet an trec’h.

Lavaret a rae ar strollad broadel ne oa ket neptu ar BBC dre ma ne gleved ket mouezh an SNP er breutadegoù hag evel-se ne oa ket kempouez ar pezh a ginnigent d’ar vouezhierien. Nac’het eo bet ar soñj-se gant ar varnerez Smith avat.

Plaid Cymru ivez a felle dezhañ sevel ur prosez heñvel met gouzout a rae e koustfe re ger, ha ne c’hallent ket evit kenlabourat war ar c’hraf-se gant an SNP dre ma’z eo disheñvel kenreizhadur ar gwir en div vro.


http://news.bbc.co.uk/welsh/hi/newsid_8640000/newsid_8649200/8649274.stm

23/04/2010

An Dilennadeg Lezennat Vreizhveuriat e Kembre


Ha ni e Kembre o vont da gemer perzh en dilennadegoù evit Sened Londrez d’ar 6 a viz Mae, 2010, e talvez ar boan menegiñ stad an traoù da’n ampoent. Levezonet-tre eo bet ar vouezhierien gant ar breutadegoù skinwel a zo bet dalc’het kenetre renerien ar strolladoù bras breizhveuriat, hag evel-se eo bet dianavezet, ha bountet a-gostez, ar strolladoù broadel e Kembre hag e Bro-Skos, tamm-pe-damm.

Nick Clegg, rener an Demokrated-Frankizour zo bet gwelet mat-tre er breutadegoù skinwel, dreist-holl en hini gentañ, hag evel-se, hervez ar sontadurioù eo kresket dregantad an dud e Kembre a-du gant e strollad eus 12% e miz Meurzh da 29% e miz Ebrel. Digresket eo dregantad ar voterien Labour eus 37% da 33% ha re bPlaid Cymru eus 14% da 9%.

Hep mar na marteze, a drugarez da levezon ar breutadegoù skinwel, un dra nevez amañ, eo deuet an dilennadeg-mañ da vezañ un tamm evel an abadennoù skinwel ma vez votet evit ar c’henstriver a blij ar muiañ da’n arvesterien!

http://www.dailypost.co.uk/news/in-depth/elections-2010/articles/2010/04/20/lib-dems-surge-to-29-in-wales-in-new-opinion-poll-55578-26275815/
luc'hskeudenn: paperenn-vouezhiañ Ceredigion

14/03/2010

Taget ar servij kirri-nij etre Enez-Von ha Kerdiz

2 vilion lur saoz a zleoù zo en deus an embregerezh Highland Airways eus Inbhir Nis (Inverness) Bro-Skos a zalc'h ar servij kirri-nij etre Enez-Von ha Kerdiz e Kembre. Ur c'holl a ouzhpenn £400,000 en doa graet ar servij kembreat e 2008, daoust ma c'hallje bezañ bet implijet gant ouzhpenn 37,000 a dud abaoe 2007 pa voe roet lañs dezhañ.

Gant Kirsty Williams, renerez an Demokrated-Frankizour e Kembre ez eo bet daeet Carwyn Jones, ar C'hentañ Ministr, da ziskouez emañ a-du gant ur politikerezh glas ha paouez a skorañ ar c'hirri-nij gant arc'hant ar Vodadeg. Ieuan Wyn Jones, kannad evit Plaid Cymru war Enez-Von a seblant bezañ mennet da virout ar servij, ha lesanvet eo bet “Ieuan Air” gant darn.

Gant Jake Griffiths eus Strollad Glas Kembre ivez ez eus bet kavet abeg e gouarnamant Kembre. 'Nebeut a dalvoudegezh en deus bet ar servij evit lakaat kreisteiz ha hanternoz ar vro da dostaat an eil ouzh egile,' emezañ. 'Nemet evit mad un nebeudig izili eus ar Vodadeg hag un nebeudig tud a aferioù n'eo bet, ha ma ne vije ket ar Strollad Labour ha Plaid Cymru o kenstrivañ evit ar bastell-vro-se er mouezhiadegoù, ha ma ne vije ket is-Kentañ Ministr an ezel evit Enez-Von, diaes eo krediñ e vefe c'hoazh eus ar servij.'


Hervez Jake Griffiths e vefe furoc'h postañ arc'hant en hent-houarn etre Kerdiz ha Caergybi (Holyhead) hag adsevel an hent-houarn etre Caernarfon ha Bangor.

http://www.southwalesargus.co.uk/news/4873051.Jones_urged_to_scrap____Ieuan_air___/

http://news.bbc.co.uk/welsh/hi/newsid_8560000/newsid_8565400/8565498.stm

http://wales.greenparty.org.uk/region/wales/news/Scrap-IeuanAir-and-invest-in-rail-link-to-Caernarfon.html