Showing posts with label dilabour. Show all posts
Showing posts with label dilabour. Show all posts

13/04/2010

Koll postoù-labour c’hoazh hag adarre

Gant an embregerezh Welsh Country Foods e vo dic’hopret 181 a dud en o labouradeg yn y Gaerwen war Enez-Von. E-kerzh 18 miz ez eus bet kollet ouzhpenn mil post-labour war an enezenn.

An embregerezh a lavar ne vez ket gwerzhet trawalc’h a gig deñved hag a gig leueoù hag e rank neuze cheñch plas d’al labour pakañ. Hiviziken e vo graet e Winsford e Bro-Saoz.


http://news.bbc.co.uk/welsh/hi/newsid_8610000/newsid_8612300/8612393.stm

17/03/2010

Ur vengleuz mein-glas all o serriñ

E dibenn miz Ebrel e vo serret ur vengleuz mein-glas e Blaenau Ffestiniog, hini an Oakley, dre ma’z eo krog ar mengleuzioù kozh, dindan an douar, da zisac’hañ. Barnañ a reer ez eo deuet da vezañ re risklus da genderc’hel gant al labour.

55 den a vez gopret e Blaenau Ffestiniog gant an embregerezh Welsh Slate, ha da ouzhpenn un hanter anezho e vo kinniget labour e mengleuz ar Penrhyn e Bethesda.

‘Keuz hon eus o paouez gant al labour er vengleuz e Blaenau,’ eme Alan Smith, rener an embregerezh, ha trugarekaat a reas ar vicherourien evit o labour start.

http://news.bbc.co.uk/1/hi/wales/north_west/8570412.stm

Luc’hskeudenn – Cwm Orthin, Blaenau Ffestiniog, gant Rory Francis:


http://www.flickr.com/photos/roryfrancis/4283137666/

19/02/2010

Koll postoù-labour, c’hoazh hag adarre

E Bro-Skos
Gant Comhairle nan Eilean Siar (Kuzul Inizi ar C’hornôg), er c'horn eus bro-Skos ma vez implijet ar muiañ ar skoseg en deiz a hiziv, ez eus bet divizet dipsign £1.2milion nebeutoc’h er bloaz a zeu, hag espern £14.5 milion a-raok 2014.

Tailhoù lec’hel ar c’horn a chomo evel m’emaint, met a-benn krennañ war an dispignoù ez eus bet erbedet chom hep leuniañ postoù-labour ha chom hep goprañ kelennerien ha skolaerien nevez en un doare ingal.

Ouzhpenn-se ez o devo tro ar re gopret gant Servijoù an Naetaat da lezel o fostoù abred.

Gant ar C’huzulier Dòmhnall Manford eus strollad an SNP e voe erbedet digreskiñ niver ar postoù uhelañ er velestradurezh, hag ivez ar yalc’hadoù roet da skorañ an arzoù, met ne voe ket degemeret e ginnigoù gant ar C’huzul.

Moarvat emañ ar gwir gant Ailig Dòmhnallach, kadoriad ar C’huzul, pa lavar ‘bloavezhioù start, start zo dirazomp’.

http://www.bbc.co.uk/scotland/alba/naidheachdan/story/2010/02/printable/100218_comhairlecuts.shtml
http://www.stornowaygazette.co.uk/news/Proposal-to-axe-senior-management.6088491.jp


E Kembre

Dic’hopret e vo etre 70 ha 100 a dud a labour evit IBERS e Skol-Veur Aberystwyth. IBERS eo Ensavadur ar Skiantoù Bevoniel, Skiantoù an Endro hag ar Skiantoù-Maeziat er Skol-Veur. Displeget eo bet gant ar renerien ez eus un toull a £2,4 milion e kef an ensavadur-se evit ar bloaz-mañ hag ar bloaz a zeu.

http://www.walesonline.co.uk/countryside-farming-news/farming-news/2010/02/09/aberystwyth-university-job-cuts-shock-91466-25790247/

15/01/2010

Koll postoù-labour

E miz Du e voe divizet serriñ labouradeg produioù laezh Llandyrnog e kontelezh Dinbych ha dic’hoprañ ar 56 a dud a laboure eno. Ar braz anezho zo aet kuit bremañ hag ar re a chom a yelo kuit a-raok an 12 a viz C’hwevrer.

Goude koll ar c’hontrad gant unan eus ar gourmarc’hadoù e kave re ziaes ar perc’henn, Milk Link, paeañ ur priz uchel a-walc’h d’ar 1,800 a labourerien-douar, a genlaboure ganto, evit o laezh.

E Croesoswallt (Oswestry), war harzoù Kembre, e vo graet war-dro al laezh gant Milk Link hiviziken, met dalc’het e vo d’ober fourmaj e Llandyrnog.

E Llandyrnog, ur gêriadenn war ar maez en hanternoz, e vo bras efed ar c’holl war ar c’horn-bro, hag e-keit-se en deus diviziet an embregerezh Bosch serriñ e labouradeg e kreisteiz Kembre. Eno e vo 900 a dud o koll o fost-labour.

O koll arc’hant e oa bet Bosch warlene, evit ar wech kentañ e 60 vloaz hag evel-se e 2011 e vo kaset al labour eus Meisgyn, e-kichen Llantrisant, nepell eus Kerdiz, da Vro-Hungaria. Barzhioù evit ar c’hirri a vez savet gant Bosch ha gant enkadenn an armerzh ne oa ket tu da zerc’hel digor al labouradeg. E-keñver ar pezh a oa bet gwerzhet e 2008, e 2009 e voe gwerzhet 45% nebeutoc’h a broduioù gant Bosch.

http://news.bbc.co.uk/welsh/hi/newsid_8460000/newsid_8461400/8461498.stm

http://news.bbc.co.uk/welsh/hi/newsid_8460000/newsid_8460300/8460338.stm