04/06/2011

Komz brezhoneg en Ultra Comida, Aberystwyth

Er bloaz-mañ ez eus bet muioc’h a vrezhonegerien en Aberystwyth eget biskoazh, koulz eus Skol-Veur Brest evel eus Skol-Veur Roazhon 2. Ur blijadur eo bet din ha d’ar re all amañ o deus desket un tamm brezhoneg en em gavout ganto ha komz ar yezh. Erru ar poent dezho kimiadiñ avat ha sed-amañ an dro ziwezhañ deomp da dapout ur banne asambles.

No comments: