"Intron, Aotrou,
Marianna Donnart eo ma anv ha studierez on e bro Iwerzhon, e Dublin City University. A-benn klokaat ma Master treiñ eo dav din sevel un dezenn hag em eus dibabet studiañ an troer emgefreek Brezhoneg-Galleg.Un troer emgefreek a zou r poellad a dro un destenn eus ur yezh A davet ur yezh B hep sikour ebet eus perzh mab-den. Ar skouer brudetañ e tle bezañ Google Translate, met bez ez eus ivez un troer barrek da dreiñ eus Brezhoneg davet Galleg. Un oustilh talvoudus eo evit an dud dedennet gant sevenadur Breizh hag a fel dezho kompren testennoù pe skridoù e Brezhoneg. En-linenn e zo tu kavout an troer mañ : http://www.apertium.org/.
Evit ma studi eo dav din amprouiñ ar sistem treiñ. Evit ober kement-mañ em befe ezhomm eus o skoazell. Emaon o klask tud a youl vat prest da respont d’ur goulennaoueg en linenn. Al lodenn gentañ a zo lenn troidigezhioù graet gant Apertium hag an eil lodenn zo respont d’un nebeut goulennoù diwar-benn an troer emgefreek.
Skrivañ ‘ran deoc’h neuze gant ar spi e skignfec’h ma studi e touez izili ho kevredigezh en ur gas dezho al liamm d’am goulennaoueg a c’hellit kavout amañ : http://www.kwiksurveys.com?s=NJEHOH_4b766448 .
Dianv eo ar studi ha ne tlefe ket padout hiroc’h eget un hanter-eurvezh d’ar muiañ tout. Pouezus tre eo e vefe respontet d’an holl goulennoù.Plijet on da respont d’ho koulennoù ha da gas deoc’h disorc’hoù ma studi (skrivet e Saozneg) ma fell deoc’h o lenn.
Trugarez evit o aked ha ken ar c’hentañ,
Marianna Donnart"
No comments:
Post a Comment