06/05/2011

Labour o c'hounit tachenn

Ur vro rusoc’h eo deuet Kembre da vezañ da heul dilennadegoù ar Vodadeg Vroadel amañ. Ar strollad broadel, Plaid Cymru, en deus kollet 4 flas, an Demokrated Frankizour o deus kollet 1 hag ur c’hannad dizalc’h e Blaenau Gwent ivez en deus kollet e blas. Diouzh an tu all en deus gounezet ar Strollad Labour 4 flas hag ar Virourien, daoust d’o folitikerezh drastus a-fed krennañ war an dispignoù, o deus gounezet 1.

A-raok an dilennadegoù e ranke Labour kontañ war bPlaid Cymru evit ren ha c’hoazh e hañval e vo ret da Labour kaout skoazell, rak chom a ra hep tapout ur muiañniver. Labour en deus 30 a blasoù er Vodadeg, met ar Virourien o deus 14, Plaid Cymru 11, hag an Demokrated Frankizour 5 (30 en holl eta, dres evel Labour).

Kolloù evit Plaid Cymru, met e Bro-Skos, diouzh an tu all, ez ar strollad broadel a nerzh da nerzh en un doare souezhus a-walc'h!

No comments: