01/11/2010

Hent-Houarn Eryri a dizh e bal


DSC_3299_1
Originally uploaded by chrisparry

A-benn miz Ebrel 2011, evit ar wech kentañ abaoe meur a vloavezh, e vo posubl kemer an tren eus Caernarfon da bPorthmadog, rak klokaet eo bet an 40 km a hent-houarn a liamm an div gêr. E Porthmadog, e c’hallor, goude, kemer an tren bras da vMachynlleth hag Aberystwyth, pe neuze an hini bihan a gas da vBlaenau Ffestiniog. Ur 64 km eo ar veaj eus Caernarfon da vBlaenau Ffestiniog gant an tren.

E Porthmadog e rank an trenioù treuziñ ar straed, evel ma raent 79 a vloavezhioù zo kent serriñ an hent-houarn; un dudi evit an douristed, met n’eo ket pa vo stanket an hent gant kirri o c’hortoz tremen...

‘Ar veaj a gemero un 2 eurvezh evit ar mare, dre ma ranker gortoz ur pennad evit ar c’henlinennoù da chom difiñv en o flas,’ eme Andrew Thomas, a-berzh Rheilffordd Ffestiniog a'r Ucheldir; ‘diwezhatoc’h avat e c’hallo an trenioù ober 40.23 km an eurvezh hag evel-se nemet un eurvezh hanter ne gemero ar veaj.’ Betek miz Ebrel, nemet evit ar re o deus skoazellet el labour adsevel ne vo graet beajoù.

Kroget e oad da adsevel an hent-houarn e penn kentañ ar bloavezhioù 1990 ha koustet eo war-dro 32,300,000 €. Dre yalc’hadoù ha dre arc’hant roet gant an dud eo bet paeet al labour. Ouzhpenn mil a dud o deus labouret a-youl-vat evit adlakaat ar c’henlinennoù.

‘Darn a lavar ez eo en Aberglaslyn emañ ar vro gaerañ, ha hep mar ez eo kalz bravoc’h eget tremen dre an draonienn-se gant ur c’harr,’ eme an aotrou Thomas, ‘ met al lod a blij din a muiañ eo ar veaj war-zu Porthmadog pa weler ar menezioù war dri zu.’

Hervez an embregerezh e tegas ar marc’h-du war-dro 17,300,000 € da ekonomiezh Gwynedd ha derc’hel a ra war-dro 350 a bostoù-labour er c’horn.

http://news.bbc.co.uk/welsh/hi/newsid_9140000/newsid_9141600/9141648.stm

luc'hskeudenn:

http://www.flickr.com/photos/chrisparry/5132895438/in/pool-frwhr#


No comments: