Herve ar Bihan, kelenner war ar brezhoneg e Skol-Veur Roazhon 2, a vo en Aberystwyth d’an 23 a viz Du ha prest e vo da gomz e brezhoneg gant ar studierien a zo o teskiñ ar yezh. Gallout a rit sevel goulennoù outañ diwar-benn ar yezh, diwar-benn ar skol-veur e Roazhon, diwar-benn e vuhez hag e labour, diwar-benn Breizh... Gouzout a ra kembraeg ha ne vo ket diaes dezhañ displegañ, ma ne gomprenit tra pe dra.
Seul vuioc’h a dud a c’hall dont, seul welloc’h, neuze pediñ a ran ivez tud all a zo o teskiñ brezhoneg da zont ivez.
An emvod-se a vo d’ar meurzh, 23 a viz Du, da 1eur 10 goude merenn, e Sal ar C’hembraeg.
Herve zo war an tu dehoù el luc'hskeudenn.
No comments:
Post a Comment