Angus MacNeil, Kannad Inizi ar C’hornaoueg e Bro-Skos, en deus goulennet digant Sekretour an Aferioù Skosat mirout ouzh an digresk en arc’hant a resev ar BBC chom hep noazañ ar skingaserezh e gouezeleg Bro-Skos.
Angus MacNeil, ezel a-berzh an SNP, en deus lavaret ez eo nec’het ar skosegerien o klevet e vo krennet war zispignoù S4C. ‘Ar gouarnamant skosat zo a-du gant BBC Alba, ar chadenn skinwel skosek, met ret e vefe da c’houarnamant Londrez he skorañ ivez,’ emezañ. ‘Sekretour an Aferioù Skosat a rank difenn BBC Alba, ma ne vo ket graet fae outi evel ma’z eus bet ouzh S4C.’
http://www.golwg360.com/Hafan/cat66/Erthygl_17129.aspx
http://www.flickr.com/photos/donalduist/3413100858/
No comments:
Post a Comment