21/10/2010

Ur c'hemm bras evit ar skinwel kembraek

Gouarnamant Breizh-Veur a glask krennañ war e zispignoù hag a-benn ober se en deus disklêriet ar c’hañseller George Osborne e vo kemmet an doare da gas en-dro S4C, ar chadenn skinwel gembraek. Kentoc’h eget resev hec’h arc’hant digant ar gouarnamant e Londrez e teuio ar BBC da vezañ kiriek, pe damgiriek da nebeutañ, eus ar chadenn-se. War-dro £100 milion ar bloavezh a vez roet d’ar chadenn d’an ampoent met disgresket e vo ar skodenn-se dre 25% a-benn 2015. Dre an aotre-skinwel eo e vez kellidet ar BBC, ha n’eo ket gant ar gouarnamant.

John Walter Jones, kadoriad Aotrouniezh S4C, a gav dezhañ e c’haller lavaret ez eo bet kenstrollet S4C gant ar BBC, pe dost, met hervez ar gouarnamant e Londrez ne oa netra all d’ober pa rank an holl gouzout ez eus toulloù bras e kef ar vro.

Hervez an aotrou Mr Jones ne oa bet lavaret netra en a-raok da S4C diwar-benn ar pezh a oa war ar stern kenetre ar BBC ha Jeremy Hunt, Sekretour ar Sevenadur evit Breizh-Veur. Dre ma vo S4C o kenstrivañ gant holl servijoù all ar BBC ez eus tu da grediñ e c’hallfe ar c’hemm-mañ lakaat dazont ar chadenn en arvar. ‘Estonet on gant an dismegañs en deus bet ar gouarnamant e Londrez n’eo ket ouzh S4C hepken met ouzh Kembreiz hag ouzh ar c’hembraeg,’ eme an aotrou Jones.

En ur postel da c’hopridi ar BBC en deus meneget Mark Thompson, ar rener, skouer ha penaennoù ar chadenn skosek BBC Alba.

Mar bije lakaet da heul ar skouer-se, ne vefe ket ken a vruderezh war ar chadenn ha marteze, evel-se, e teufe da vezañ ur chadenn gembraek da vat!


S4C en deus divizet pelloc'h daeañ diviz ar gouarnamant el lez-varn.


http://news.bbc.co.uk/welsh/hi/newsid_9100000/newsid_9108300/9108310.stm


No comments: