Tudalen Cyfieithu Facebook i'r Gymraeg / Facebook into Welsh translation page
Originally uploaded by Ben Bore (Rhys)
Enklaskoù bet kevrediet gant BBC Cymru o deus diskouezet ez eus tu da vezañ chalet gant an implij a vez graet eus ar c’hembraeg gant ar gembraegerien yaouank, rak war a hañval ez eus ur rummad o sevel na implij ket gwall alies ar c’hembraeg.
Savet e oa bet goulennoù ouzh ur mil a skolidi etre 14 vloaz ha 15 vloaz e 10 skol ma vez kelennet e kembraeg, e pep korn eus ar vro, evit un abadenn anvet “The Welsh Knot”. 76% eus ar skolidi a lavare ec’h implijent ‘a-wechoù hepken’ o c’hembraeg pe neuze ne veze implijet tamm ebet ganto. 24% a lavare e veze komzet kembraeg ganto pe peurvuiañ pe a-hed ar wech.
E kreñvlec’hioù ar c’hembraeg e responte 85% eus ar yaouankiz ec’h implijent ar c’hembraeg pe peurliesañ pe a-hed ar wech, padal e lec’h all nemet un tammig ouzhpenn 10% ne lavare se.
War an holl e oa a-du ar yaouankiz gant ar yezh, rak 8 diwar 10 a gave dezho e oa pe pouezus pe pouezus-tre o doa choazet o zud o c’has d’ur skol gembraek. Ur wech kuitaet ar skol avat e kave gwell ar braz anezho implijout ar saozneg war Facebook ha sazoneg c’hoazh e oa yezh o c’hemennadurioù SMS hag o darempredoù all gant o mignoned. E kreñvlec’hioù ar yezh e kave gwelloc’h ar yaouankiz implijout ar c’hembraeg met eno ivez e vezed techet alies da zibab ar saozneg.
Dre Gembre a-bezh e lavare 8 diwar 10 ec’h implijent ar saozneg peurvuiañ evit o c’hemennadurioù SMS. 9 diwar 10 a implije ar saozneg peurvuiañ evit skrivañ war Facebook.
http://news.bbc.co.uk/welsh/hi/newsid_9120000/newsid_9120600/9120641.stm
http://www.flickr.com/photos/benbore/3281495759/
No comments:
Post a Comment