Dibenn-sizhunvezh evit deskiñ ha studiañ brezhoneg / Penwythnos i ddysgu ac i astudio Llydaweg - Glan-llyn 11-10-09
Originally uploaded by bara-koukoug
adalek ar gwener, 4 a viz Meurzh, betek ar sul, 6 a viz Meurzh, 2011,
e Kamp an Urzh e Glan-llyn
Ur staj evit kaout tro pe da zeskiñ pe da gomz brezhoneg. Degemer mat d’an holl.
£107 pep hini = boued ha lojeiz hag oberiantizoù + £28 = ar c’hentelioù (meur a live, hervez ar goulenn), met £22 hepken evit izili eus ar gevredigezh hag evit studierien amzer leun [bezañ ezel £8]: neuze £135 pe £129... marc’hadmatoc’h eget e 2009!
Evit bezañ sur da gaout plas e rank Glan-llyn gouzout pet omp bremañ, rak mar chom plasoù goullo e vint kinniget da gevredigezhioù ha da aozadurioù all.
A-benn gouzout
se e c’houlennomp diganeoc’h kas ur chekenn evit £25 war anv Cymdeithas Cymru-Llydaw d’hon teñzorier (Niclas ap Glyn, 90 Plassey Steet, Penarth, Bro Morgannwg CF64 1EN) a-benn ar 26 a viz Du, 2010.
Miret e vo ur plas evidoc’h neuze.
Kasit ur postel din rhh@aber.ac.uk ivez ma c’hallan sevel roll an anvioù.
No comments:
Post a Comment