18/10/2010

Chaoser ebet, kreizennoù nukleel hepken

Weston-Super-Mare, Somerset

http://www.flickr.com/photos/oxfordshirechurches/5028667815/ - pep gwir miret strizh

Peter Hain, a-berzh ar Strollad Labour, en deus lavaret ez eo drastus an diviz da chom hep reiñ ar £30 miliard ez eus ezhomm evit sevel ur pezh chaoser a-dreuz aber ar stêr Hafren (Severn) etre Kerdiz ha Weston-super-Mare, e Somerset e Bro-Saoz (Gwlad yr Haf e kembraeg), a-benn kenderc’hiñ tredan. O respont e oa Hain da zisklêriadur Chris Hulme, Sekretour an Energiezh evit Breizh-Veur, e vo dizlezet raktres ar chaoser dre ma koustfe re d’ur mare ma ranker krennañ war an dispignoù.

Anat eo e vije bet krouet kantadoù a bostoù-labour ma vije bet savet ar chaoser ha ken anat all eo e vije bet un doare adnevezus ha naet da broduiñ tredan. Daoust da se ez eo laouen ar strollad glas Cyfeillion y Ddaear (Mignoned an Douar) gant an diviz nevez. ‘Re e vije koustet koulz a-fed an endro evel a-fed an arc’hant,’ eme c’hGordon James a-berzh ar strollad-se. Gwall nec’het e oad gant efed ar chaoser war buhez an aber, ha dreist-holl war an hirc’hareged a ya di da glask o boued.

Hag evit kaout tredan en dazont? Eizh kreizenn nukleel nevez a vo savet e Breizh-Veur ha gortoz a reer e vo prest an hini gentañ a-benn 2018.


No comments: