09/07/2010

Tud bro Harlech a c’hallo neuial c’hoazh


Apr 19
Originally uploaded by alanfrombangor
War ziskar ez a ar servijoù e Kembre evel e pep lec’h e Breizh-Veur ha daoust ma klasker bremañ lakaat bec’h war ar Virourien hag an Demokrated Frankizour evit pep gwall, ne oa ket brav stad an traoù memes a-raok na oant-i bet dilennet. Divizet en doa Kuzul Kontelezh Gwynedd, da skouer, serriñ poull-neuial Harlech e 2007.

Bremañ, a drugarez da strivoù un aozadur lec’hel, anvet Hamdden Harlech ac Ardudwy, ez eus bet roet £800,000 gant Lotiri Breizh-Veur evit ma vo sur dazont ar poull.

Renet e vo hiviziken gant Hamdden Harlech ac Ardudwy, kentoc’h eget gant ar gontelezh.

http://news.bbc.co.uk/welsh/hi/newsid_8800000/newsid_8802100/8802176.stm

No comments: