Nac’het eo bet gwir gouarnamant ar Vodadeg (Labour ha Plaid Cymru) da lazhañ ar broc’hed e Kembre. Mennet eo bet ar gouarnamant, ha dreist-holl Elin Jones, Ministr Aferioù ar Maezioù, da lazhañ broc’hed ar vro, en ur gregiñ er mervent m’emañ ledetañ an dorzhellegezh er saout.
Ar re zo bet o stourm evit herzel ouzh al lazhadeg a zo en o bleud gant diviz al lez-varn. ‘N’eus ket liammoù a-walc’h etre ar broc’hed hag an dorzhellegezh er saout ma vefe reizh distrujañ kement a vroc’hed,’ eme Huw Roberts a-berzh Strollad Broc’hed Clwyd (e biz ar vro). Diouzh an tu all ez eo kerseet ha fuloret al labourerien-douar, hag int nec’het-bras dre ma vez ret distrujañ tropelladoù saout niverus en abeg d’ar c’hleñved.
‘Dipitet on gant barnadenn al lez-varn,’ eme Elin Jones, ‘dreist-holl dre ma’z eus bet anavezet ez eo gwall fall efed an dorzhellegezh er saout amañ e Kembre hag ez eus ezhomm da gavout un disoc’h da gudenn ar c’hleñved. Dav eo deomp sellet pizh ouzh ar varnadenn a-benn divizout petra a c’hallomp ober bremañ.’
Er penn kentañ e felle da c’houarnamant Kembre lazhañ betek 1,500 a vroc’hed. Gant ar varnadenn-mañ ez eus bet lakaet termen war ar raktres, evit ar mare da nebeutañ, ha lakaet eo bet en arvar raktresoù ar gouarnamant (Mirourien ha Demokrated Frankizour) da raktresañ ul lazhadeg heñvel e Bro-Saoz.
E mervent ar vro, e Sir Benfro (Pembrokeshire) da skouer, ez eo bet disrannet ar gevredigezh gant politikerezh gouarnamant Kembre a-fed ar broc’hed. Ken sur ha ken taer, an eil re evel egile, eo ar stourmerien war an daou du.
http://news.bbc.co.uk/welsh/hi/newsid_8810000/newsid_8818100/8818110.stm
Luc'hskeudenn: Ur vanifestadeg a-enep lazhadeg ar broc'hed dirak burev Plaid Cymru en Aberystwyth
No comments:
Post a Comment