Hervez Leighton Andrews, Ministr an Deskadurezh e Kembre, ez eus amañ re a skolioù-meur bihan evit bezañ efedus, evit kenstrivañ gant ar re e lec’h all, hag evit bezañ anavezet evel re eus ul live etrebroadel.
Anat eo emeur o prientiñ da lakaat ar skolioù-meur bihan da unaniñ gant re vrasoc’h.
C’hoazh ez eus bet unanet Skol-Veur Llanbedr ha hini gCaerfyrddin hag emichañs e vo pouezet war Skol-Veur Glyndŵr, e Wrecsam (Wrexham), hini gCasnewydd (Newport) ha Skol-Veur Kêr Abertawe (Swansea) da heuliañ un hent heñvel.
http://news.bbc.co.uk/welsh/hi/newsid_8770000/newsid_8774100/8774156.stm
No comments:
Post a Comment