16/07/2010

Serriñ ur skol vihan all

Serret eo bet unan eus bihanañ skolioù kontelezh Dinbych goude ouzhpenn 150 vloavezh.
Nemet 10 a skolidi ne oa e skol Llantysilio e kontelezh Dinbych hag int prest da vont d’ar skolaj a-benn miz Gwengolo. Dre ma n’eus ket muioc’h a vugale o tont d’ar bourk da chom ez eo bet divizet serriñ ar skol. Ur skeudenn eo eus stad an traoù war ar maez e Kembre.


http://news.bbc.co.uk/welsh/hi/newsid_8820000/newsid_8825700/8825770.stm

Ar strollad politikel Llais Gwynedd, krouet a-benn stourm da zerc’hel digor ar skolioù bihan a fell da bPlaid Cymru o serriñ, a-benn espern arc’hant, en deus graet berzh e kornôg ar vro hag unan eus o c’huzulierien a zo o paouez bezañ addilennet e Blaenau Ffestiniog, tapet gantañ 185 a vouezhioù e-keñver ar 181 a vouezhioù gant Plaid Cymru.

http://news.bbc.co.uk/welsh/hi/newsid_8820000/newsid_8827100/8827172.stm

No comments: