Hervez ur pennad er Western Mail hiziv e c’hall bezañ un digresk bras en £10 milion a resev ar chadenn skinwel gembraek digant ar gouarnamant e Londrez. Ar re a labour gant ar skinwel a lavar e c’hallfe bezañ drastus an efed war tud a bep seurt a zo o fost-labour diouzh ar greanterezh-se. Er bloaz-mañ ez eus bet digresket ar skoazell-arc’hant dre £2 vilion ha ret e vo gortoz betek miz Here evit klevet diviz ar gouarnamant. Hervez tud zo e c’hallfe bezañ digresket dre gement ha 24% a-benn pevar bloaz.
http://www.walesonline.co.uk/news/wales-news/2010/07/24/s4c-cuts-could-hit-all-of-welsh-tv-industry-91466-26920637/
No comments:
Post a Comment