29/06/2010

Echu gant yalc’hadoù-arc’hant zo evit an arzoù

Gant Kuzul Arzoù Kembre ez eus bet embannet e vo roet nebeutoc’h a arc’hant er bloaz a zeu.

Warlene e oa bet roet £24 milion da 97 a ensavadurioù. Bihan eo kalz eus an ensavadurioù-se, met an Opera Broadel, an hini brasañ, en deus bet £4.5 milion.

E-touez an ensavadurioù na vo ket roet arc’hant dezho goude 2011 emañ Gouel al Lennegezh hag an Arzoù er Gelli (Hay), Eisteddfod Etrebroadel ar Sonerezh e Llangollen, Teatr Harlech, Teatr Powys ha Teatr Tinell y Rhyl, Gouel Sonerezh Abergwaun (Fishguard), Sal ar Vengleuzerien-C’hlaou en Ystradgynlais hag Y Stiwt e Rhosllannerchrugog.


http://news.bbc.co.uk/welsh/hi/newsid_8770000/newsid_8771000/8771002.stm

No comments: