Jacqueline Gibson, skrivagnerez vrezhonek, en he burev e Landreger, 2006
Originally uploaded by bara-koukoug
(Pennad gant Jacqueline Gibson, bet embannet da gentañ er gelaouenn Breizh / Llydaw
Niverenn 52 – miz C’hwevrer 2010)
Me n’on ket unan eus an dud hag a ya da welet ar mezeg bewech ma’z eus un dra bennak a-dreuz gantañ. Pa oan bihan e oa ar mezeg un den hag a rae aon din. Ma mamm, e-lec’h ober war ma zro, a zileze ac’hanon, a beurnaetae an ti, a renke diabarzh an armelioù zoken, bep tro ma veze o c’hortoz ar c’hrak-aotrou-se da zont en ti. Ya, d’ar mare-se e teue c’hoazh ar mezeg da di e bratikoù. Ha pa’n em gave e fin an abardaez, e oa evit skeiñ ouzh ma bruched gant e vizied krommet divalav, hag evit lezel war e lerc’h un ordrenañs evit pikurennoù, aozadennoù, palastroù sezv, boutailhadoù eoul moru ha me oar-me. Displijus e oa, ken e oa.
Pebezh kemm bras neuze pa oan aet da Vreizh-Veur da chom! E div vunutenn hag hep sellet ouzhin, koulz lavaret, e oa gouest ma mezegez da lâret din ne oa netra a-dreuz ganin na kavje un diskoulm, hep louzoù ebet, hag e berr amzer. Disoñjet an ordrenañsoù hir-meurbet, ar gweladennoù evit klevet soñj mezeien, arbennigourien anezho. Trawalc’h e oa kenderc’hel da strevial, da basaat ha da vont abred da’m gwele. Goude bezañ graet seurt amprou eus ar vedisined en daou du eus Mor Breizh avat ez eus savet ennon disfiz en o c’heñver. Mat eo gouzout ez eus anezho, met gwelloc’h c’hoazh chom hep daremprediñ anezho, pa c’haller.
Teir sizhun zo, pa oan oc’h ober ma frenadennoù dindan glav munut Bro-Dreger, em boa risklet war unan eus plakennoù houarn ar servij dour, ha setu me em c’hoazez warni en ur goublañ ma daouarn en-dro da’m glin kleiz. Ar boan a oa ken spontus ken e stardis ma javedoù hag e serris ma daoulagad a-benn chom hep krial forzh ha gouelañ dourek. Hag an dreminidi a yae hebioù, hep teurel nemeur a evezh ouzhin, rak kouezhet e oan e-kichen porched an Iliz-Veur, ma en em vod an dud hep na ti na loj.
Ne c’hallen ket chom azezet evel-se war ar blasenn, dindan ar glav ha dindan selloù digas Landregeriz. Ha me, tuchantik, ha klask sevel em sav. Poan am boa, a dra sur, met gouest e oan da jilgammañ en-dro d’ar gêr. Netra ne oa torret neuze. Ur bolod aspirin pe zaou, ur vandenn lakaet tro-dro da’m glin, ur banne gwin da reiñ kalon din, ha setu me louzaouet a-zoare.
Un nebeud merc’hed eus ar vro, ha me en o zouez, zo boas d’en em vodañ ur wech ar sizhun en ur c’hafedi. O welet ac’hanon o tont kamm-digamm d’hon lec’h emvod, o doa goulennet ouzhin petra a oa kaoz, hag evel-just on bet aliet ganto da vont da gaout ar mezeg. Ma’z ajen avat, e ouien e vijen rediet da vont da ospital Lannuon da ober ur radio, ha ne’m boa tamm c’hoant ebet da ober se, rak ur wech degouezhet e c’hallje bezañ ret tremen meur a eurvezh eno.
Daoust da’m disfiz e-keñver ar vezeien, em eus lakaet ma anv war roll unan anezho e Breizh ha, kaeroc’h zo, on bet o welet ar vezegez-se peder gwech. Ar wech kentañ, daoust ma ne felle din ober netra muioc’h eget enrollañ, he doa graet pep tra hervez kustum ar vro-mañ: va lakaat da ober un dielfennadur don eus ma gwad – ouzhpenn £90 en doa koustet din – ha, n’eus netra gwashoc’h evit ur plac’h kuilh eveldon, goulennet he doa diganin mont war ar balañsoù pa oan em noazh-ran.
Pa’m boa bet disoc’hoù an dielfennadur gwad ez is adarre d’ar greizenn yec’hed a-benn klevet c’hoazh ar pezh a ouien: re uhel e oa feur ar c’holesterol hag hini ar gwask gwad. Ma kollfen pouezioù avat, e lavaras din ma mezegez, ne vefe plac’h yac’husoc’h egedon war an douar.
Klasket em eus. Aet on da redek bep mintin da c’houloù-deiz e-pad daou viz, a-raok mont d’he gwelet adarre. Ma! Kollet em boa daou gilo o vevañ diwar legumaj poazhet ha frouezh fresk. Ha plijet e oa ma mezegez? Tamm ebet. Normal e oa eviti. Ha daou viz goude, siwazh din, em boa adkemeret ur c’hilo. Hag hi da lavarout ne oa ket trawalc’h redek bemdez e-pad ur c’hard eur, ret e oa din ouzhpennañ div vunutenn bemdez.
Ha setu penaos e choman bremañ d’ober teil tomm, e-lec’h mont da redek beure-mat dre straedoù Landreger. Ha gant an hañv hag e varead tud varnaoniek, a zo ken stank en hon zi hag ar bezhin glas war draezhenn Plistin, em eus ankounac’haet ma zinell dreut. N’on ket mui evit mont da welet ma mezegez, koulz lavarout, ha pa dapfen grip ar moc’h zoken – ar grip H1N1 a ra ar bolitikourien anezhañ amañ, pa’z eo ret chom hep mirout ouzh an dud a zebriñ kig-moc’h, marc’hadourezh hag a zegas pinvidigezh d’ar vro - ha saotridigezh
ouzhpenn.
Ha ma mignonezed d’ober goap ouzhin pa welent ac’hanon o tont er c’hafedi en ur jilgammat miz goude ma gwallzarvoud. Ar gwir a chom ganin avat. Ne’m boa ket ezhomm eus alioù ma mezegez: gouest on bremañ da sevel gant ar skalieroù evel an dud all, ha n’eo ket mui pazenn-ha-pazenn, daoust ma chom reut ma c’har gleiz. Un dizoloadenn a bouez am eus graet ivez : skeiñ a ra hon daoulin meur a wech bemdez, ouzh dorioù, ouzh bankoù hag ouzh kadorioù, hep gouzout deomp. Pa vo un dra bennak a-dreuz gant ho taoulin, e viot-c’hwi gouest da gadarnaat an evezhiadenn-se.
Un ali diwezhañ: arabat deoc’h ober ar pezh am eus-me graet, d.l.e. risklañ war penn ar vandenn a zo sañset bezañ paket start tro-dro d’ar glin, anez e vo gloazet ar glin all ivez.
No comments:
Post a Comment