Dre Vreizh-Veur a-bezh, an Demokrated-Frankizour n’o deus ket gounezet kement a dachenn evel ma oa bet diouganet e rafent, hag o gwashañ koll a oa amañ e Kembre, ma’z eo bet skarzhet Lembik Opik o c’hannad e Maldwyn (lod eus Powys). Eno e oa aet ar maout gant ar Virourien. Kembraeger eo ar c’hannad nevez evel ma’z eo Guto Bebb, ar Mirour aet an trec’h gantañ en Aberconwy. En hanternoz Kerdiz eo deuet ar Virourien a-benn da c’hounit ar bastell-vro digant Julie Morgan eus ar Strollad Labour, gwreg da Rhodri Morgan, a oa kentañ Ministr Kembre n’eus ket keit-se zo. Eno avat, ur muiañniver a 195 a vouezhioù hepken zo gant Jonathon Evans eus Strollad ar Virourien!
E Kernev-Veur emeur o c’hortoz c’hoazh disoc’hoù pastell-vro Porthia (St.Ives). A-hend-all ez eo bet gounezet div bastell-vro, d.l.e. 1. Hanternoz Kernev-Veur ha 2. Sen Ostell (St Austell) ha Tewynplustri (Newquay), gant an Demokrated-Frankizour, ha teir fastell-vro all gant ar Virourien.
E Bro-Skos, evit a sell niver ar gannaded gant pep strollad, n’eus kemm ebet. Labour n’eo ket aet war-gil eno, ha chom a ra 41 a gannaded Labour evel ma oa e 2005. Gant an Demokrated-Frankizour ez eus 10 (ha spi ganto da zerc’hel unan all), gant an SNP 6, evel ma oa a-raok, ha gant ar Virourien 1, c’hoazh hep kemm ebet.
Ar Re C’hlas a chom dister er broioù Keltiek en tu-mañ da Vor Breizh, met e Bro-Saoz eo deuet a-benn da c’hounit, evit ar wech kentañ en un dilennadeg lezennat, e kêr Brighton e kreisteiz Bro-Saoz.
http://news.bbc.co.uk/welsh/hi/newsid_8660000/newsid_8666500/8666591.stm
http://www.falmouthpacket.co.uk/news/fpfalmouth/8153246.Cornwall_election_results_all_in_except_one/
http://news.bbc.co.uk/1/hi/scotland/scotland_politics/default.stm
http://news.bbc.co.uk/1/shared/bsp/hi/elections/euro/09/html/ukregion_10.stm
luc'hskeudenn:
No comments:
Post a Comment