30/04/2010

Pe zazont evit Coleg Harlech?

Ur sindikad kelennerien a’n em c’houlenn daoust ha peseurt dazont zo evit Coleg Harlech, e Gwynedd. Nec’het eur dre m’en deus nac’het gouarnamant ar Vodadeg Vroadel reiñ arc’hant a-benn sevel un ti nevez evit lojañ ar studierien eno.

E 2012 e vo diskaret an tour ma vez lojet ar ar studieien en Harlech, met hep un ti nevez da gemer e lec’h e vo dibosupl, pe dost, da genderc’hel da gelenn en doare m’en deus graet betek-henn.

(Al luc'hskeudenn-mañ a voe tennet e 1977 diwar lein an tour a zo da vezañ diskaret.)

Krouet e voe Coleg Harlech e 1927, ha kinnig a ra stajoù hir, ha re verr, gant ar pal a reiñ un eil tro d’ar re n’o deus ket graet berzh er skol met a fell dezho mont pelloc’h gant o deskadurezh ha marteze mont goude d’ur skol-veur. Un hanterenn eus ar studierien e Coleg Harlech avat, a zo eus Bro-Saoz, ha ne wel ket ar gouarnamant amañ e vefe un imlij mat eus e arc’hant skorañ an deskadurezh evit tud eus lec’h all, pa c’hallent-i mont da skolioù heñvel e Bro-Saoz.

Hep mar ebet e c’hallfe ar c’hemmoù a zo war an dremmwel en Harlech bezañ kriz evit armerzh ar c’horn, rak gopret e vez 58 a dud gant ar c’h-Coleg.

http://news.bbc.co.uk/welsh/hi/newsid_8650000/newsid_8651700/8651725.stm


No comments: