29/05/2010

Marv Iwan Llwyd


The Baards
Originally uploaded by ursamajor5
Unan eus pennañ barzhed ar c’hembraeg, Iwan Llwyd, zo bet kavet marv e Bangor, ma oa o chom.

Gant Iwan Llwyd, a oa 52 vloaz, e voe gounezet Kurunenn an Eisteddfod Vraodel e 1990 evit e zastumad barzhonegoù “Gwreichion” (Fulennoù) . Er bloaz-mañ e oa da vezañ unan eus barnerien kenstrivadeg ar Gurunenn en Eisteddfod Vroadel e Glyn Ebwy, Gwent. Ouzhpenn bezañ anavezet evel barzh e oa ezel eus ar strollad pop Geraint Lövgreen a'r Enw Da hag eus ar strollad Steve Eaves a'i Driawd, ma sone gitar.

Genidik e oa Iwan Llwyd eus Carno e Powys, nepell eus Y Drenewydd (Newtown).

http://news.bbc.co.uk/welsh/hi/newsid_8710000/newsid_8712000/8712018.stm

No comments: