12/05/2010

Ar banniel glas roet da 45 a draezhennoù

Muioc’h a draezhennoù e Kembre eget biskoazh zo bet enoret gant ar Banniel Glas. Er bloaz-mañ eo bet roet ar priz-se da 45 traezhenn (13 e Sir Benfro / Pembrokeshire, 8 e Gwynedd, ha 7 war Enez-Von) ha da 5 marina.

Roet e vez ar Banniel Glas goude ensellet 1. live an dour mor, 2. an doare ma vez graet war-dro al lastez ha ag al loustoni, 3. live ar servjoù ha 4. live ar surentez.

Mar bezit e soñj dont da Gembre da dremen vakañsoù en hañv-mañ, marteze e talvezfe ar boan deoc’h sellet ouzh roll an traezhennoù a-raok divizout pelec’h mont. Ret eo gouzout, koulskoude, an draezhenn a oa naet warlene marteze ne vo ket er bloaz-mañ!

http://news.bbc.co.uk/1/hi/wales/south_west/8672318.stm

http://news.bbc.co.uk/welsh/hi/newsid_8670000/newsid_8674200/8674219.stm

No comments: