S4C, ar chadenn skinwel gembraek, en devo £2 vilion nebeutoc’h a skoazell arc’hant digant ar gouarnamant er bloaz-mañ. Klask a ra ar gouarnamant nevez e Londrez krennañ war zispignoù a bep seurt, ha den n’eo souezhet gant ar c’heloù-mañ. (Roet e vo £27 milion nebeutoc’h, da skouer, d’an aotrouniezh karget da ginnig ar C’hoarioù Olimpek.)
Plaid Cymru hag ar Strollad Labour o deus kavet abeg en diviz hag a damall d’ar Virourien ha d’an Demokrated Frankizour “daeañ” ar c’hembraeg hag ober droug da armerzh ar vro. Anat eo ez eus lec’h da vezañ nec’het gant an digresk ha gallout a rafe kaout efed, emezer, war kalite an abadennoù kembraek.
http://news.bbc.co.uk/welsh/hi/newsid_8700000/newsid_8702000/8702017.stm
No comments:
Post a Comment