08/05/2010

Ar Rouanez oc’h enoriñ ar Bennrenerez

Klemmet e vez aliezig ez eus ur spered saoz gant Radio Cymru. Mar fell deoc’h gouzout hiroc’h e kavoc’h war an Dremmlevr (Facebook) ur strollad, 144 a izili ennañ, “Seisnigrwydd Radio Cymru'n codi gwrychyn!” (Spered Saoz Radio Cymru hol laka da fuloriñ!) http://www.facebook.com/group.php?gid=197691130061

Marteze ne vo souezhet den gant ar c’heloù ez eo bet Menna Richards, pennrenerez BBC Cymru, e Kastell Windsor, nevez zo, o resev an OBE (Urzh Impalaerezh Breizh-Veur) digant Rouanez Bro-Saoz.

An itron Richards a oa renerez BBC Cymru e-pad 9 bloaz a-raok bezañ anvet pennrenerez e miz Ebrel 2009. O labourat eo bet gant ar skingaserezh e-pad 30 vloaz, ha hi an hini eo a zo kiriek eus holl servijoù kembraek ha saoznek ar BBC e Kembre, er skingomz, er skinwel hag enlinenn.


http://news.bbc.co.uk/welsh/hi/newsid_8660000/newsid_8669100/8669149.stm

No comments: