Ur c’hriz zo e beredoù Kembre, abalamour da zaou dra.
1. A-benn nebeut ne vo ket ken lec’h evit interiñ an dud e div diwar deir anezho. Bremañ ez eus nebeutoc’h eget 20 lec’h goullo e 43% eus beredoù an ilizoù.
2. Rankout a rafe an iliz Anglikan e Kembre paeañ £18 milion a-benn delc’her a-ratre ar beredoù; nemet £3.6 milion n’he deus avat.
‘Hor beredoù zo un dastumlec’h gouiziegezh diwar-benn hon istor. Kontañ a reont danevell pobl Gembre,’ eme Alex Granville, rener servijoù madoù an Iliz, ‘ha ma ne vez ket roet skoazell e talc’ho an teñzorva-se da vont war ziskar.’
E Bro-Saoz e rank an aotrouniezhoù lec’hel delc’her ar beredoù a-ratre ur wech ma vezont leun, met e Kembre n’eo ket rediet ar c’huzulioù d’ober kemend-all. Un dibab eo evito.
1,053 a veredoù zo e dalc’h an Iliz Anglikan e Kembre, ha war a seblant e c’houlenno an Iliz digant Bodadeg Vroadel Kembre hag an aotrouniezhoù lec’hel sevel ur raktres a-benn kavout un disoc’h d’an enkadenn.
Krediñ a c’haller n’eo ket gwall soursiet ar Vodadeg Vroadel gant ar gudenn koulskoude, rak pa c’houlenne ar gelaouenn Western Mail o soñj e lavare an degemennour e oa ‘afer an ilzioù derc’hel a-ratre o beredoù.’
Ha pa sellfed ouzh beredoù an holl ilizoù digengredenn ivez ez eo anat e vefe un tamm mat brasoc’h an enkadenn-se!
No comments:
Post a Comment