12/04/2010

Savadurioù Nevez Kaer Kembre

Er bloaz-mañ ez eus bet lakaet daouzek eus savadurioù nevez Kembre war ar renk evit ur priz etrebroadel roet d’an disavourien. E-touez ar savadurioù emañ kreizenn arzoù ar Chapter e Treganna, Kerdiz, ur skol gozh bet adnevezet nevez zo, savadur Kenguzul Deskadurezh Kembre (CBAC), ha Levraoueg Kerdiz.

Meulet eo bet ar batimantoù gant Aozadur Roueel Tisavourien Breizh-Veur (RIBA) evit o dizagn hag evit ar pezh a ginnigont d’an endro lec’hel.

Gant Robert Sakula ez eo bet adkempennet Kreizenn ar Chapter e Kerdiz, a drugarez da skoazell arc’hant Kuzul an Arzoù evit Kembre hag arc’hant bet roet gant ar Vodadeg Vroadel.

http://www.flickr.com/photos/bara-koukoug/4411980498/

Alex Robertson, eus Capita Percy Thomas, a zo kiriek eus burevioù nevez Kenguzul Deskadurezh Kembre.

http://www.flickr.com/photos/bara-koukoug/4343820281/

Levraoueg nevez Kerdiz zo koustet £13.5 milion, hag enni ez eus 3 c’hilometr a estell evit derc’hel al levrioù. 90,000 a levrioù a gaver enni, un 10,000 anezho e kembraeg, hag un 10,000 bennak a CDoù hag a DVDoù ouzhpenn.






http://www.flickr.com/photos/bara-koukoug/4511840500/

No comments: