Siop y Morfa er Rhyl, e biz Kembre, a ya da serriñ goude 29 bloavezh. Evit Dafydd Timothy, ar perc’henn, un diviz diaes ha poanius-meurbet eo bet serriñ dorozioù e stal, met dre ma’z eo digresket kement an arc’hant a vez degemeret gantañ ne wel disoc’h all ebet. ‘Rhyl zo ur gêr saoznekaet a-walc’h,’ emezañ, ‘ha kavout a ra din e oa deuet ar stal da zihuniñ ar spered kembreat amañ. Poan a ra din dilezel anezhi, met an arc’hant er c’hef ne gont ket ur gaou, ’m eus aon.’
Hervez perc’henn ar stal ez eus ouzhpenn un abeg evit an digresk er c’henwerzh. Da gentañ e varv, hini-ha-hini, ar re gozh a veze douget da lenn hag a yae ingal er stal. Da eil ez eus deuet stalioù bras nevez war harzoù kêr, ha dezho eo ez an dud d’ober o frenadennoù. Ar re vrasañ, evel Sainsbury’s ha Tesco’s, a werzh ar pladennoù-arc’hant kembreat a vez ar muiañ a glask warno, evel ar re gant Bryn Terfel pe gant Katherine Jenkins, pe gant Laz-kanañ y Fron evit prizioù marc’hadmatoc’h eget na goustont da brenañ, hag ur stal vihan ne c’hall ket kenstrivañ ganto. Ouzhpenn se, ar re c’hoant ganto ober un dro e kêr a gav diaes kavout plas da lakaat ar c’harr. Ha goude kemend-all a ziaesterioù ez eo deuet ar resediñ.
Dafydd Timothy a fell dezhañ kenderc’hel da werzhañ levrioù ha danez all, met dre ar Gwiad ha neuze dre gontradoù gant ar skolioù ha gant pratikoù all.
http://www.golwg360.com/Hafan/cat46/Erthygl_11164.aspx
http://rhyl-life.blogspot.com/2010/03/siop-y-morfa.html
No comments:
Post a Comment