Krediñ a reer e lavaro Scottish Power, unan eus brasañ embregerzhioù energiezh Breizh-Veur, e c’hallfe koustañ £1.5 milion evit heuliañ al lezenn nevez a zo bet raktreset evit ar c’hembraeg, ha £500,000 ar bloavezh ouzhpenn. Lavaret a raio an embregerezh-se e varn ouzh ur poellgor a zo bet anvet da ensellet an danvez-lezenn.
Hervez ar raktres e vefe anvet ur c’homisioner gantañ ar gwir da reiñ telloù-kastiz da’n embregerezhioù foran na servijfent ket o c’hlianted e kembraeg en doare reizh. Pa vefe anvet ar c’homisioner e vefe lakaet termen war Kuzul ar C’hembraeg.
Evel ma tiskouez al luc'hskeudenn-mañ, n'eo ket implijout ar c'hembraeg hepken a sav kudennoù, met e reizhskrivañ ivez. "Cadwch allan" = Chomit er-maez "Cacwch" = Grit kaka
Ar c'heloù:
http://news.bbc.co.uk/welsh/hi/newsid_8650000/newsid_8650400/8650436.stm
No comments:
Post a Comment