Selaou Yann Talbot o komz diwar-benn 'An Diaoul hag ar Sorserien Sorserezed e Breizh' - Aberystwyth, d'ar 27 a viz Ebrel, 2010
Originally uploaded by bara-koukoug
D’ar meurzh 27 a viz Ebrel hon eus bet tro en Aberystwyth da selaou Yann Talbot o komz diwar-benn ‘An Diaoul, ar Sorserien hag ar Sorserezed e Breizh’.
Diaes e c’hall bezañ sachañ tud da zont da selaou prezegennoù diouzh an abardaez, dre ma vez skuizh lod ha tud all o labourat, o kelenn er c’hentelioù noz da skouer. Brezhonegerien all zo, o chom pellik diouzh kêr, na c’hallont ket distreiñ ur wech distroet da’ar gêr. Dek den a oa deuet da selaou ar brezegenn koulskoude: Nona Evans, David Greaney, Gemma Dann, Jonathon Perry, Matthew Spikes, Rhisiart Hincks, Robin Spey (deuet a-ratozh eus Tanygrisiau en hanternoz), Peggy Le Bihan (a zistroio da Vreizh er sizhun-mañ), Sioned Hughes ha Kevin Price. (War-bouez Nona, hini ebet bet desket ar c’hembraeg gantañ na ganti er gêr!)
Komzet en deus Yann diwar-benn meur a arvez eus an tem bet dibabet gantañ. Krediñ a c’haller e oa chomet, e Breizh, kalz kreñvoc’h an hengounioù diwar-benn ar sorserezh, eget na oant e Kembre. Anat eo, evelato, ez eus liammoù etre an hengounioù-se. Kontañ a raed e oa posubl touellañ an Diaoul kenkoulz ha bezañ touellet gantañ, evel ma ouzomp e Kembre da skouer e mojenn istor sevel ar pont e Pontarfynach e Ceredigion. E Breizh, neuze, e kreded, pa varve, e tec’he kuit ene an den diouzh e gorf dre e c’henoù. Evel-se, an Diaoul, ur wech, a oa o c’hortoz, gant pasianted, evit gallout tapout ene ur paotr hag a oa en em grouget. Pec’het en doa dre'n em zistrujañ, herve kelennadurezh hengounel an Iliz, ha ret e vefe d’an Daioul e gas d’an Ifern. Aze e oa ouzh e c’henoù prest da dapout krog en e ene. Ar gordenn avat en-dro d’e c’houzoug a harzhe ouzh e ene a vont kuit dre e c’horzailhenn; dre e revr, ne lavaran ket! Evel-se e oa bet dipitet an Diaoul pa oa o c’hortoz er penn fall.
Mar fell deoc'h kaout un tañva eus ar gaozeadenn, n'hoc'h eus nemet sellet ouzh YouTube:
http://www.youtube.com/watch?v=XLxpILaijCQ
No comments:
Post a Comment