09/02/2010

Savadur nevez evit skol gembraek Merthyr

Dalc'het ez eus bet ul lid evit digeriñ ur skol gembraek kentañ-derez nevez e Merthyr Tudful e kreiz Morgannwg: Ysgol Gynradd Gymraeg Santes Tudful.

Dizaezet eo bet ar skol e 1972 ha bremañ ez eus 400 a skolidi enni, etre 3 bloaz hag 11 vloaz. 7,200,000 € (£6.3 milion) eo koustet ar savadur nevez, ennañ div sal vras, ur sal urzhiataerioù, ur gegin ma c'hall ar skolidi deskiñ fardañ boued, hag ur sal-sportoù. Klasket ez eus bet teurel evezh ouzh efed ar skol war an endro; klasket ez eus bet ober implij eus ar gouloù naturel, ha diouzh an douar e teu lod eus gwrez ar skol.

http://news.bbc.co.uk/welsh/hi/newsid_8500000/newsid_8505500/8505581.stm

lec'hienn ar skol:

http://www.santestudful.merthyr.sch.uk/

No comments: