11/02/2010

Diret gouzout kembraeg evit ren Skol-Veur Bangor

War a seblant, ne vo ket ezhomm da rener nevez Skol-Veur Bangor gouzout kembraeg.

Bruderezh zo bet savet, hag embannet war lec'hienn an Times, evit dedennañ ur rener nevez da gemer lec'h Merfyn Jones, met daoust da bolitikerezh divyezhek ofisiel ar skol-veur ne c'houlenner ket e oufe ar rener nevez kembraeg.

An dave nemetañ d'ar yezh eo lavaret e rankfe ar rener 'prizout an endro divyezhek er skol-veur ha labourat en un doare pozitiv en endro-se.'

War a gompren Golwg360 ez eo gant kembraegerien, da lavaret eo Dafydd Elis-Thomas, Peredur Lynch ha Merfyn Davies, e voe graet an diviz da chom hep goulenn ur c'hembraeger.


An diviz a lavar kalz diwar-benn stad ofisiel ar c'hembraeg en deiz a hiziv ha stad truezus ar yezh en hor skolioù-meur.

http://www.golwg360.com/Hafan/cat46/Erthygl_9764.aspx

No comments: