E miz Du e voe divizet serriñ labouradeg produioù laezh Llandyrnog e kontelezh Dinbych ha dic’hoprañ ar 56 a dud a laboure eno. Ar braz anezho zo aet kuit bremañ hag ar re a chom a yelo kuit a-raok an 12 a viz C’hwevrer.
Goude koll ar c’hontrad gant unan eus ar gourmarc’hadoù e kave re ziaes ar perc’henn, Milk Link, paeañ ur priz uchel a-walc’h d’ar 1,800 a labourerien-douar, a genlaboure ganto, evit o laezh.
E Croesoswallt (Oswestry), war harzoù Kembre, e vo graet war-dro al laezh gant Milk Link hiviziken, met dalc’het e vo d’ober fourmaj e Llandyrnog.
E Llandyrnog, ur gêriadenn war ar maez en hanternoz, e vo bras efed ar c’holl war ar c’horn-bro, hag e-keit-se en deus diviziet an embregerezh Bosch serriñ e labouradeg e kreisteiz Kembre. Eno e vo 900 a dud o koll o fost-labour.
O koll arc’hant e oa bet Bosch warlene, evit ar wech kentañ e 60 vloaz hag evel-se e 2011 e vo kaset al labour eus Meisgyn, e-kichen Llantrisant, nepell eus Kerdiz, da Vro-Hungaria. Barzhioù evit ar c’hirri a vez savet gant Bosch ha gant enkadenn an armerzh ne oa ket tu da zerc’hel digor al labouradeg. E-keñver ar pezh a oa bet gwerzhet e 2008, e 2009 e voe gwerzhet 45% nebeutoc’h a broduioù gant Bosch.
http://news.bbc.co.uk/welsh/hi/newsid_8460000/newsid_8461400/8461498.stm
http://news.bbc.co.uk/welsh/hi/newsid_8460000/newsid_8460300/8460338.stm
No comments:
Post a Comment