E Kerdiz emañ Plaid Cymru o terc'hel ur c'hendalc'h evit an nevezamzer. Er c'hendalc'h en deus lavaret rener ar strollad, Ieuan Wyn Jones, n'eo nemet dre vouezhiañ evit Plaid Cymru en dilennadeg hollek he devo Kembre ur "marc'had mat".
Hervezañ ez eus tu da grediñ ne vo ket sklaer disoc'h an dilennadeg-se, rak 11 diwar 12 eus ar sontadurioù adalek kreiz miz Genver a daolenn ne vo na gant Labour na gant ar Virourien ur muiañniver anat. Kement-se, avat, hervez Ieuan Wyn Jones, a vefe un disoc'h mat evit Kembre.
Goulenn a ra Ieuan Wyn Jones ma vefe kavet un doare nevez da zivizout pegement a arc'hant a vez roet da Gembre, ma c'hallor difenn an ospitalioù hag ar skolioù e-lec'h krennañ war o dispignoù. Ezhomm a vefe ivez eus ur sistem tailhoù nevez, unan hag a harpfe ar re war o leve hag ar re izel o leve.
Ar strolladoù all, eme Ieuan Wyn Jones c'hoazh, ne lakafent ket Kembre en a-raok.
http://news.bbc.co.uk/welsh/hi/newsid_8520000/newsid_8522400/8522491.stm
No comments:
Post a Comment