19/02/2010

Pourmenadenn en noazh war varch-houarn

Krog eur da brientiñ da-geñver ar Bourmenadenn en Noazh war Varc’h-Houarn e Kerdiz, a vo dalc’het e miz Mezheven. E 2010, evit an trede gwech, e vo tud noazh, lod all damwisket, ha darn all livet o c’horf, o tremen dre straedoù kreiz Kerdiz. Lod eo eus un emsav etrebroadel a glask, en un doare fentus a-walc’h, sachañ evezh war enkadenn an endro. Niverus-tre eo ar c’hêrioù dre ar bed ma vez dalc’het ar vanifestadeg-se, evel ma tiskouez kartenn (diglok)-mañ: http://maps.google.com/maps/ms?msa=0&msid=110776403463258949582.00044e01ceb53a09b60b0

Nebeut a dud a zo bet o varc'hhouarnañ en noazh er broioù Keltiek avat, rak Dulenn (Baile Átha Cliath), Béal Feiriste (Belfast) ha Dùn Éideann (Edinburgh) eo ar c’hêrioù nemeto ma’z eus bet dalc’het hevelep pourmenadennoù.

Hervez lec’hienn WNBR ez eo pal ar bourmenadenn sachañ evezh war an ezhomm mallus da chom hep depantout war ar c’hirri, ha da bleustriñ kentoc’h war natur dibar ha galloud an hinienn.

Ar vanifesterien a c’houlenn ma paouezfed a vezañ diouzh dorn an eoul-maen, ma vefe renet strishoc’h sevenadur ar c’harr-tan ha ma vefe roet lañs d’an energiezh c’hlas. Sevel a reer a-du ivez gant an doareoù treuzdougen padus ha gant an ezhomm da suraat ma vo diogeloc’h ar marc’hhouarnañ dre vras. Un dro eo ivez da gaout plijadur, anat eo, rak ‘lidañ hor veloioù hag hor c’horfoù’ zo roet evel ur pal all.

Nemet 37 den n’o doa kemeret perzh er bourmenadenn gentañ e Kerdiz e 2008, padal e oa 67 e 2009. Ar memes manifestadeg e Londrez avat he doa sachet 1,200 a dud warlene ha hini Brighton, e kreisteiz Bro-Saoz,700
.

http://wiki.worldnakedbikeride.org/index.php?title=Cy:Caerdydd

No comments: