Carwyn Jones, Kentañ Ministr Kembre, en deus roet lañs d’an doare-ober ret evit prientiñ da-geñver ur referendom, a-benn divizout ha roet e vo muioc’h a c’halloud da Gembre da ren hec’h aferioù hec’h-unan.
Bremañ e vo ret da Vinistr an Aferioù Kembreat, Peter Hain, a-benn an 9 a viz Mezheven, respont d’al lizher bet kaset dezhañ gant Carwyn Jones ha kinnig raktres ur referendom.
D’an 9 a viz C’hwevrer e oa savet 53 a izili ar Vodadeg e Kerdiz a-du ma vefe goulennet ar referendom. Den ne oa savet a-enep ha den n’en doa nac’het mouezhiañ – ur vot istorel eta.
Goustadik e tro an traoù, avat, ha memes mard eer war-raok ha derc’hel ar referendom, n’eo ket sur tamm ebet e vo votet ‘ya’ gant ar bobl. Justik hepken e oa bet gounezet ar referendom a roas da Gembre he Bodadeg Vroadel, ha pa vez fall an armerzh, evel m’emañ dre-holl er bloaz-mañ, e c’haller krediñ ne vo ket entanet an dud gant an afer, ha ne vo ket anat dezho pe levezon en defe ar c’hemm-se war o buhez-i, ha dreist-holl war an dro o devez-i hag o bugale da gaout ur post-labour.
Daoust ha penaos e troio an traoù?
http://news.bbc.co.uk/welsh/hi/newsid_8520000/newsid_8520400/8520469.stm
No comments:
Post a Comment