15/02/2010

Digoust mont war tachenn an Eisteddfod!

D'ar sul e vo digoust mont war tachenn an Eisteddfod Vroadel e Blaenau Gwent ha Blaenau'r Cymoedd, d.l.e. bro Glynebwy (Ebbw Vale), er bloaz-mañ.

Digollet e vo an Eisteddfod gant Gouarnamant Bodadeg Kembre, a fell dezhañ sachañ muioc'h a dud da dañva sevenadur ar vro. Hervez Alun Ffred Jones, Ministr ar Glad: "n'eo ket kreñv hengoun an Eisteddfod er c'horn, ha daoust ma'z eus ur skol gembraek eno, e talc'h ar yezh da vont war ziskar eno."

Roet e vo war-dro £25,000 muioc'h eget boaz d'an Eisteddfod evit an devezh ispisial-mañ, met ne brometer ket e vo roet seurt skoazell c'hoazh en dazont!

http://news.bbc.co.uk/welsh/hi/newsid_8510000/newsid_8510300/8510399.stm


http://www.flickr.com/photos/bara-koukoug/3778103975


Teurel evezh: War a seblant ez eo ret goulenn an tikedoù digoust en a-raok...

http://news.bbc.co.uk/welsh/hi/newsid_8550000/newsid_8556600/8556691.stm

No comments: