21/12/2009

Hengounioù miz Kerzu ha miz Genver e Kembre

Daoust ma’z eo bet lakaet bremañ an Nedeleg hag an Tad Nedeleg da vezañ e kreiz lidoù ar goañv e Kembre evel e pep lec’h en Europa, ez eo an deiz kentañ a’r bloaz a veze lidet gwechall, ha betek hiziv e vez hiniennoù o terc’hel bev an hengoun pouezusañ stag ouzh an deiz-se, da lavaret eo mont da galanna. Ar voaz e oa gwechall mont a di da di o klask kalanaouennoù ha mar bez graet c’hoazh n’eo nemet da diez tud kozh zo ez eer peurvuiañ. Skoet e vez ouzh an nor, kanet ur poz d’an neb a zo o chom en ti, a-benn goulenn ur prof, ha goude, neuze, e ro hennezh tra pe dra d’ar c’hlasker, arc’hant peurvuiañ bremañ, ha memes hanter-kant vloaz zo, hervez kont. Goude e lavar ar c’hlasker ‘Bloazvezh mat’ da dud an ti, nemet droug a vije ennañ ha neuze e c’hall hetiñ ‘Blwyddyn newydd ddrwg a llond y tŷ o fwg!’ (Bloazvezh fall ha leun an ti a voged!) Ral a wech e c’hoarvez se...

An deiz kentañ a’r bloaz a veze un devezh da reiñ profoù ha da bardonañ dleoù.

E lod eus Sir Benfro neuze ez eo chomet ar voaz da lidañ deiz kentañ ar bloaz d’an 13 a viz Genver. Kemmet e oa bet an deizadur e 1752, pa oa bet lakaet an deizadur Gregorian da gemer plas an hini Juluan, ur c’hemm gwelet fall, fall, d’an ampoent. Darn a gave dezho e oant o koll un nebeud devezhioù eus o buhez pa oa bet kemmet an deiziadur. Derc’hel a reer eta da lidañ an deiz kentañ a’r bloaz d’an 13 a viz Genver e Cwm Gwaun, nepell eus Abergwaun (Fishguard), ha pa’en me gav an 13 a viz Genver d’un devezh skol ne vez bugel ebet er skol, er c'horn-se, dre ma’z eont c’hoazh da ganañ a di da di, ar vugale vihan gant ar re goshoc’h. An dud deuet a vez kavet kentoc’h en ostalerioù.

Un hengoun all, aet da get dre chañs, eo chaseal al laouenan. Douget e veze ul laouenan war ur c’hravazh kinklet gant seieznnoù. Un doare e oa, hervez kont, da lakaat ur paotr yaoaunk da gavout a vuiañ-karet.

E Morgannwg (Glamorgan), un hengoun all e miz Kerzu hag unan bev atav, eo hini y Fari Lwyd (ar Vari Louet). Klopenn ur gazeg a vez douget gant un den kuzhet dindan ul liñsel wenn hag ur strollad tud ouzh e ambroug. Kanet e vez pozioù dirak un ti ha neuze e sav un doare tabut – an dud a ambroug ar gazeg oc’h ober goap eus paotr an ti hag o rebech dezhañ pe e zoare da ganañ, pe e dech da lonkañ re, pe o lavaret neuze ez eo re dost d’e wenneien pe un dra bennak all. Erfin avat e tigor hennezh an nor ha roet e vez gwestell ha peadra da evañ da’an dud. Arc’hant a vez roet a-wechoù ivez. Amañ, e-kichen Aberystwyth, ec'h anavezan ur paotr dedennet gant seurt hengounioù, ha prenet gantañ klopenn ur gazeg war e-bay, ez a bremañ, gant mignoned dezhañ, da ganañ dirak tiez tud ar c'horn-mañ ivez.

No comments: