
Ar manifestadegoù-se a oa lod eus stourm Cymdeithas yr Iaith Gymraeg ma vo cheñchet penn d’ar vazh evit a sell statud ar yezh er bed kenwerzhel. Betek-henn, war an holl, nemet servijoù foran ne vez asuret, mui pe vui, en un doare divyezhek, met a-benn normalizañ ar c’hembraeg e rankfe ar yezh bezañ implijet war un dachenn ledanoc’h kalz, hervez ar gCymdeithas.
‘Direizh penn-da-benn eo ar sistem, pa laka gounidoù an embregerezhioù etrebroadel a-raok gwirioù ar gembraegerien... ha gant ar re-se e teu da vezañ diwelus ar c’hembraeg,’ eme vMenna Machreth, kadoriadez Cymdeithas yr Iaith Gymraeg, goude ar prosez. ‘Goulenn a reomp ma vefe rediet an embregerezhioù bras da ginnig servijoù diaezez e kembraeg. Gant Gouarnamant Bodadeg Kembre, koulskoude, ne vo ket ar galloud evit ober kement-se memes ha pa vo bet votet al lezenn nevez “Gourc’hemenn ar C’hembraeg”.’
‘Ar stalioù bras,’ eme vMenna Machreth c’hoazh, ‘a zizanav barn ar bobl, rak 76% eus an dud a lavar ez eo a bouez implijout ar yezh er genwerzh ha pa vezer oc’h ober bruderezh, ha 86% a gav dezho ez eo pouezus reiñ skoazell d’ar re a labour er stalioù da zeskiñ kembraeg.’
El lezenn nevez a roio galloud ouzhpenn d’ar Voadedg Vroadel a-fed sevel lezennoù evit ar c’hembraeg n’eus meneget hini ebet eus an embregerezhioù a oa bet Osian o vanifestiñ a-enep dezho.
http://cymdeithas.org/2009/11/25/carchariad_am_fis_i_ymgyrchydd_iaith.html
No comments:
Post a Comment