29/11/2009

Plaid Cymru o tibab unan da gemer plas Adam Price


Jonathan Edwards, 33 bloaz eus Capel Hendre, nepell eus Rhydaman, zo bet dibabet evit klask gounit c'hoazh Reter Caerfyrddin ha Dinefwr evit Plaid Cymru.


Adam Price, ar c'hannad eno d'an ampoent, a yelo da dremen ur bloavezh er Stadoù-Unanet, goude bezañ tapet ur Yalc'had-Studi Fullbright.

'Gwechall e laboure ma zad gant unan eus ar sindikadoù ha votañ a rae evit ar Strollad Labour,' emezañ, 'met a-benn bremañ eo deuet hennezh da vezañ kuzulier gant Plaid Cymru.'

Jonathan Edwards a lavar e fell dezhañ strobañ ar spered kembreat gant ar sokialouriezh radikal.

'A-benn kaout ar justis er gevredigezh e rank Kembre gounit tachenn evit a sell ar vonreizh, ha gant ar c'hoant emaon reiñ skoazell ma vo mouezhiet 'ya' er referendom a zivizo reiñ galloud ouzhpenn da Gembre.

E 2007 en doa bet Adam Price 6,718 muioc'h a vouezhioù eget
an danvez-kannad a-berzh ar Strollad Labour. Betek 2001 e oa ar pastell-vro-se e dalc'h Labour.




http://news.bbc.co.uk/welsh/hi/newsid_8380000/newsid_8382400/8382434.stm

No comments: