
‘Ar wech kentañ eo d’ar mirdi ober seurt tra, ‘ eme vMichael Houlihan, Rener ar Mirdi Broadel, ‘met spi hon eus e c’hallimp kenlabourat gant tud all en dazont.’
Hervez an aotrou Te Herekiekie Herewini, eus ar mirdi e Zeland Nevez, ez eo a bouez da Vaoried e vefe distroet relegoù o hendadoù, ma vint azaouezet c’hoazh ha ma c’hallor lakaat termen war an drougoberoù gwechall.
Abaoe miz Mae 2004 ez eo deuet ar Mirdi Te Papa da lakaat tammoù relegoù (koiwi tangata) da vezañ adkaset eus eizh bro. Daskoret ez eus bet tost da 149 a dammoù relegoù hag a bennoù warno bep a vaskl balzamet (toi moko).
http://news.bbc.co.uk/welsh/hi/newsid_8360000/newsid_8361200/8361256.stm
No comments:
Post a Comment