Edwina Hart, Carwyn Jones ha Huw Lewis eo an tri a zo war ar renk. Lavaret a reont o-zri e fell dezho lakaat an dilaoskadennoù karbon da zigreskiñ hag e fell dezho kaout ur politikerezh a-du gant an energiezh padus, met petra resis eo o soñj?
Gouarnamant Breizh-Veur zo war-nes sevel meur a greizenn nukleel nevez - en ur zianavezout barn ar bobl er wech-mañ, a-benn chom hep koll amzer. Huw Lewis zo a-du gant an energiezh nukleel hag a-du ma vefe savet ur mell chaoser a-dreuz ar stêr Hafren (Severn). Plijout a rafe dezhañ ma vefe dalc'het da gleuziañ glaou e Kembre, met n'eo ket a-du ma vefe mengleuzioù nevez war gorre an douar.
Carwyn Jones ivez a garfe gwelet ur greizenn nukleel nevez war Enez-Von ha kavout a ra dezhañ eo gwell implijout glaou Kembre kentoc'h eget emporzhiañ glaou eus a bell. Sevel a ra a-enep ar mengleuzioù war gorre an douar.
Edwina Hart, hag a zo Ministr ar Yec'hed, n'eo ket ken sur evit a sell ar gremm nukleel, dreist-holl dre ma chom kudenn petra ober gant an diatredoù skinoberius da zirouestlañ. A-du eo ma vefe kleuziet glaou, e mengleuzioù a bep seurt, ha gwell a se mar galler mirout ar c'harbon a vont en endro, emezi.
Edwina Hart ha Carwyn Jones zo a-enep an trevadoù OGK e Kembre; Huw Lewis avat en deus mar ha gallout a reer chom evel-se.
http://news.bbc.co.uk/welsh/hi/newsid_8350000/newsid_8351300/8351304.stm
2 comments:
Spontus eo penaos e c'hall an darn vrasañ eus an dilennidi bezañ trellet gant an nukleel. Petore legad brein d'hon diskennidi!
A-du on ganit - ha na hedro an dud! N'eus ket keit-se zo e oa lorc'h e Kembreiz oc'h embann 'Cymru Ddiniwclear', daoust ma ne dalveze ket kalz a dra.
Bremañ avat emañ an holl strolladoù bras war-bouez an Demokrated Frankizour - an hini broadel e-barzh (daoust ma tislavar se en e vanifesto), a-du gant an energiezh nukleel.
An enebourien ne c'hallont ober netra, evit gwir. N'o deus mouezh ebet. Ha memes mar o devije, e vefe tost disbosupl ober netra dre m'emeur o kemmañ a lezenn ma ne vo ket ret selaou barn ar bobl war al lec'h.
Post a Comment