09/11/2009

Gortoz c’hoazh kent bezañ toullbac’het evit ar c’hembraeg

Gant al lez-varn ez eus bet divizet daleañ prosez Osian Jones, stourmer gant Cymdeithas yr Iaith (Kevredigezh ar C’hembraeg), ma vo ret dezhañ gortoz ouzhpenn pemzektez kent bezañ kaset d’an toull-bac’h.

Nac’het en deus Osian Jones paeañ un dell-gastiz ha frejoù a £1,120 goude bezañ barnet kablus a wall aozañ ar stalioù Boots ha Superdrug e Llangefni, Enez-Von. Al lezenn a lez ar stalioù bras d’ober fae war ar c’hembraeg evel ma karont. Lavaret e oa bet c’hoazh e rankje Osian tremen 28 devezh en toull-bac’h.

Bremañ e vo ret da Osian Jones bezañ el lez-varn ur wech c’hoazh, d’ar 25 a viz Du en dro-mañ, hag e-keit-se e klaskor kaout an arc’hant digant e c’hoprer, da lavaret eo Cymdeithas yr Iaith, rak eñ eo animatour ar gevredigezh en hanternoz.

Anat eo e tinac’ho Cymdeithas yr Iaith paeañ an dell-gastiz ha kondaonet eo bet diviz al lez evel unan kriz.


http://news.bbc.co.uk/welsh/hi/newsid_8340000/newsid_8347000/8347014.stm

No comments: