05/11/2009

Lazhadeg e Mervent Kembre a-benn miz Ebrel 2010

Abaoe pell ez eus politikourien e Kembre, anatañ en o zouez Elin Jones, kannad Plaid Cymru evit Ceredigion, o klask reiñ lañs d'ur raktres da lazhañ ar broc'hed e darn eus mervent ar vro.


Bep bloaz e vez kontammet saout laezh gant an dorzhellegezh, ar pezh a zegas kolloù bras d'al labourerien-douar. Hervez Elin Jones e voe ret kas 12,000 a vuoc'hed d'an distruj warlene abalamour d'an dorzhellegezh, padal ne oa nemet 7,000 e 1997. An disoc'h, hervezi, eo distrujañ ar broc'hed, rak dezho eo e tamaller skignañ ar c'hleñved.

Daoust ma'z eus bet emsavioù o klask difenn ar broc'hed, skoret gant skiantourien hag a gav dezho n'he devo ul lazhadeg efed padus ebet, ez eus bet divizet bremañ gan ar Vodadeg Vroadel e Kerdiz e vo tapet ha fuzuilhet ar broc'hed.

Pemp bloaz e pado al lazhadeg. Kregiñ a raio e miz Ebrel 2010 en hanternoz Sir Benfro (Pembrokeshire). Difennerien ar broc'hed avat a zo o c'houlenn e vefe sellet ouzh an diviz gant ur barner a-benn disklêriañ ha lezennel eo pe n'eo ket.

Lorraine Barrett, kannad gant ar Strollad Labour, ha Peter Black, kannad gant an Demokrated Frankizour, o doa pouezet war ar Vodadeg da heuliañ ur politikerezh brec'hiañ hepken. 'N'on ket evit krediñ ez eo reizh, nag a-fed ar skiant nag evit a sell ar moral, lazhañ ar broc'hed,' eme Lorraine Barrett. Hervezi e vefe kentoc'h ar sevel loened askoridik (intensif) ha doareoù fall d'ober war o zro pennañ kaoz ar gudenn.


http://news.bbc.co.uk/1/hi/wales/8343506.stm

http://www.flickr.com/photos/bara-koukoug/4032563330/

No comments: