01/10/2009

Ur c'hentañ ministr nevez a-benn ar fin!

Rhodri Morgan, Kentañ Mininstr Kembre, en deus embannet emañ o vont war e leve. Emichañs e raio se d’an 8 a viz Kerzu goude ma’z eus bet votet war ar c’hellidsteuñv evit 2010-2011. Carwyn Jones, Huw Lewis hag Edwina Hart eo ar re a c’hortozer da lakaat o anv evit kemer e lec’h.

Daoust dezhañ bezañ kembraeger ez eo bet diseblant a-walc’h Rhodri Morgan ouzh ar c’hembraeg. Chom a raio evel kannad evit Kornaoueg Kerdiz betek an dilennadeg a zeu, e 2011.

No comments: