Cofeb i'r Dywysoges Gwenllian / Memorial to Princess Gwenllian - Sempringham, Lincolnshire, 2007
Originally uploaded by bara-koukoug
Alun Ffred Jones, Ministr ar Sevenadur e Gouarnamant Kembre en deus embannet e vo badezet Carnedd Uchaf, unan eus menezioù Eryri (Snowdonia) CARNEDD GWENLLIAN e koun eus merc'h priñs diwezhañ Kembre, war-bouez Owain Glyndŵr, ha ma ne gonter ket ar Saozon a gemer an titl ''Priñs Kembre' daoust ma ne'n deus talvoudegezh ebet... nemet ma tiskouez d'ar bed eo renet Kembre gant Bro-Saoz, anat eo!
C'hoazh er menezioù-se e kaver Carnedd Llywelyn, a veneg anv tad Gwenllian, hag Yr Elen, ma kounaer Eleanor, he mamm.
Implijet e vo an anv nevez war ar c'hartennoù ofisiel diwar vremañ.
Pa voe lazhet he zad e 1282 nemet 6 miz ne oa Gwenllian ha gourchemenn a reas Edward !, roue Bro-Saoz, he c'has d'ul leandi e reter Bro-Saoz. Eno e oa chomet he buhez-pad, ha den ne oar, evit gwit, ha gouzout a rae e oa priñsez pe ne rae ket. Nebeut a gomzed anezhi ken na voe krouet ur gevredigezh Cymdeithas Gwenllian. Ur maen e koun Gwenllian zo bet lakaet gant ar gevredigezh-se e-lec'h ma oa gwechall al leandi ma voe bac'het.
Lec'hienn ar gevredigezh:
http://www.ad-je-leaver.freeserve.co.uk/cydgg.htm
Disklêriadur ar gouarnamant:
http://wales.gov.uk/news/topic/tourism/2009/090925carnedd/?skip=1&lang=cy
Luc'hskeudenn: Maen-koun ar Briñsez Gwenllian - Sempringham, Lincolnshire, 2007 http://www.flickr.com/photos/bara-koukoug/3808620140/
No comments:
Post a Comment